Digoret eo koulzad an tren douristel Napoleon express, etre Pondi hag An Alre
Setu digoret ar c’houlzad nevez zo evit an tren Napoleon express a ya etre Pondi hag an Alre. Napoleonville a oa justawalc’h anv Pondi pell zo. Bep hañv a c’houde 2021 e vez lañset an tren douristel kozh a dremen dre flondrenn ar Blanvezh. A-drugarez d’ar CFCB, kevredigezh an hentoù houarn e kreiz Breizh e c’heller mod-se dizoloiñ un tennad-hent a oa serret d’an dud abaoe 1951.
Aodren Trehin he deus lammet barzh unan ag an trenioù-mañ da gejiñ get Kadvael Morin a zo a youl vat evit CFCB, hag a vicher evit an SNCF.
Ouzhpenn al linenn etre Pondi hag An Alre eh vez kinniget get kevredigezh an hentoù houarn e kreiz Breizh trenioù an tad nedeleg e-pad ar goañv. Hag ur wezh an amzer eh eus beajoù dreist ordinal. Betek Ar C’hroazig pe c'hoazh La Rochelle e oant aet ar blez paset da skouer!
Betek kreiz miz Gwenholon e bada ar c’houlzad ma c’heller profitiñ ag an Napoleon express.
Kadvael Morin, a-zehoù àr ar skeudenn.